Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
14 juin 2016 2 14 /06 /juin /2016 16:44

 

Beaj e Treglonou

 

 

 

Dervezh kentañ d'al lun 30 a viz mae

 

 

 

Kemeret hon eus ar c'harr-boutin da 8H50 dirak ar skol. Ur wech en em gavet omp bet e-barzh ar c'hambreier da lakaat an aferioù.
E-barzh ar sal vras eo bet displeget ar reolennoù e-barzh an Oaled gant Pascal.

 

Savet eo bet strolladoù evit ober ur ralli e Treglonou. Un droiad 'zo bet graet gant an holl skipailhoù : an ti-kêr, an iliz, ti ar pesketaer, ar vered, an Oaled, ar poull-dour, ar c'halvar, ar vag, ar blockhaus, roudoù ar broc'h...

 

Goude kreisteiz hon eus labouret war laboused an Aber Benniget. Da gentañ hon eus graet taolioù-arnod er sal vras da welet peseurt stumm eo begoù al laboused. Ur c'hoari evit gwelet da betra servij kan al laboused. Graet eo bet labourioù war ur c'harned bihan.
Bet omp war vord an Aber evit sellet ouzh al llaboused gant lunedoù pell-wel. Morvran, gouelaned, Erlegon, houidi roueel...

 

C'hoariet hon eus en Oaled. Graet hon eus ur c'hoari bras : archerien / laeron. Debret hon eus koan. Goude koan hon eus kanet ur ganaouenn gant Youenn Gwernig ha lennet eo bet daou istor.

 

Goude bezañ bet broustet an dent eo bet an holl da gousket.

Dervezh 2

 

Kemeret hon eus ar c'harr boutin evit mont e Plougerne d'an Iliz kozh.

 

Iliz kozh eo un iliz a zo bet kavet dindan an traezh. Kavet eo bet peogwir e oa bet graet un toull evit sevel un ti.

 

War an aod omp bet da besketa war droat. Neubeut a loened 'zo bet kavet : kranked, pesked, chifretez... Pa 'z omp bet en dro war an draezhenn e oa archerien o deus lavaret deomp ne oa ket droat bezañ war an aod.
Goude ar pik-nik hon eus graet ur valeadenn betek Lilia Plougerne. Ur c'hastell traezh (inka) 'zo bet savet ganeomp. Distrujet eo bet e fin.

 

C'hoariet hon eus en-dro ha bet omp e-barzh ar gambr.
Eus an noz eo deuet Hyppolite da dremen an nozvezh asamblez ganeomp. Deiz-ha-bloaz Cléo 'zo bet ivez. Goude koan eo bet kontet div gontadenn gant Marie : unan war an Ankoù hag eben war ar gorriganed.

 

 

 

Dervezh 3

 

Ur valeadenn hon eus graet eus ar mintin. Displeget eo bet deomp peseurt plantoù 'zo mat da zebriñ (an trichin) pe mat da lakaat war groc'henn pa vezomp flemmet evel krampouezh-mouzhig. Deuet en dro d'an Oaled evit labourat war ur follenn.

 

Da greisteiz hon eus debret pizza. Goude hon eus graet ur match foot bras.

 

Ur valeadenn hon eus graet e-barzh ar c'hoad. Gant Pascal eo bet diskouezhet lodennoù ur wezenn (ar c'hef, ar skourroù, ar rusk, an delioù, ar gwrizioù...) hag anvioù gwez evel ar wezenn derv, ar wezenn fav, ar wezenn kistin, ur wezenn kraoñv kelvez...

 

Distroet omp d'an Oaled evit kemer an aferioù ha mont kuit.

 

 

 

 

 

 

 

 

Me meus kavet mat ar veaj pegwir eo va deizh-ha-bloaz d'ar meurzh

 

Me meus kousket mat

 

Me meus kousket gant Malo

 

Ni zo bet en draezhenn

 

 

 

Cléo

 

 

 

 

 

Me meus kavet mat an archer hag al laeron

 

me meus kavet mat ar boued

 

me oa er c'hambr gant Kyrio ,Gwenael,Soren ha me

 

Ni zo bet o pesketa

 

Ni hon eus great ur c'hastell treazh

 

Ni zo bet o pourmen

 

 

 

Ewen

 

 

 

 

 

Treglonoù'zo mat-Ni hon neus drebet PIZZA!

 

Ni hon neus gwelet archerien !

 

Ni'zo bet en iliz koz

 

ni hon eus gwelet eskern.

 

 

 

ROBIN

 

 

 

 

 

'Barzh ar gambr oan gant Kyrio, Hypolite, ha Soren .

 

Mat oa an archerien / Laeron hag ober « croche-patte » d'an dud er foot .

 

Ni hon eus gwelet archerien peogwir ne oa ket droat bezañ war an daezhenn peogwir oa bombezenou .

 

 

 

GWENAEL

 

 

 

 

 

Me meus kavet mat ar veaj e treglonoù

 

E-pad an noz me oa e kambr Robin, louis ha killian ha me meus drebet madigou 'barzh ar gambr

 

 

 

goulven.

 

 

 

 

 

Me m'eus kavet mat ar c'hantin. Hag ar jardin e oa mat. An archerien-laeron ivez. Va deiz muiañ karet e oa an deiz 2. Mat e oa mirdi iliz koz. Farsuz e oa bezañ kaset kuit gant an archerien. Mat e oa ivez ar ralye e Tréglonou. Me oa e-barzh kambr Angele, Lina, Koupaya ha Gianna

 

 

 

Pauline

 

 

 

 

 

ni hon eus graet ur c'hastell traezh

 

ni on eus debret ur pizza

 

me m'eus baleet e-barzh an dour

 

riwall en doa douar war ar sac'h

 

 

 

gurvan

 

 

 

 

 

 

 

Me meus kousket gant Sören,Ewen,Kyrio ha Gwenael ha cool oa

 

gant Lina hon neus graet ur delire.

 

Me meus graet babi-foot. Me oa gant Kilian. Ni hon neus gounezet.

 

 

 

Hyppo

 

 

 

 

 

Mat e oa peogwir e vez debret mat.

 

Ur baby foot a oa e kichen ar c'hantin.

 

Er c'hantin e oa pizza .

 

Met ni hon eus baleet kalz.

 

E barzh va c'hambr e oa Goulven, Robin ha Louis.

 

Goulven ha Robin o doa kaset madigou.

 

 

 

KILLIAN

 

 

 

 

 

Me meus kavet mat mont er jardin.Mat ivez kaozeal e-barzh ar c'hambr. Mat eo an archerien laeron ha foot bras . Ni 'zo bet skarzhet gant an archerien. Me meus kavet 2 chifretezenn.

 

 

 

Kyrio

 

Mat e oa met ar gwele a zo nul hag ar pizza a zo devet .

 

Mat e oa e-barzh ar ganbr gant maiwenn ,mai ,ha nina.

 

 

 

Lilia

 

 

 

 

 

ha Gianna-sève. Ar c'hantin e oa mat kenañ. Pascal ha Marie a oa jentil.

 

Gant Pascal hon neus desket kanaouen « tri femoc'h bihan »

 

MAT E OA

 

 

 

Angele

 

 

 

 

 

Me meus kavet mat Tréglonou .

 

Ar boued a oa mat.

 

Tout an traoù a oa mat.

 

 

 

MAÏ

 

 

 

 

 

Mat eo a veaj met Nina oa o tiroc'hal .

 

Mat Kenañ e oa an dijuni hag tout ar boued .

 

Pascal zo jentil .

 

Istor an Ankou hag an daou dort a oa mat .

 

 

 

Maiwenn

 

 

 

 

 

Me meus kavet mat ar gwele , hag sellet ouzh al laboused hag pa vezemp o pourmen war an tevenn

 

 

 

gianna

 

 

 

Pa'z omp erruet , ni zo bet e barzh ar c'hambr .E-barzh va c'hambr oa:Angele,Pauline,Koupaya,Gianna-Sev ha me.Ni zo diskennet evit ober ur bourmenadenn.an deizh war lerc'h ni zo ber war un dreizenn hag archerien'o doa lavaret deomp :n'ho peus ket droat da vont war an dreizenn!Peogwir minoù a oa.Goude omp bet en dro en OALED da labourat un tammig.Ni zo bet da gousket.Hag ar mintin,ni hon eus graet eur bourmenadenn ha goude omp distroet er gêr.

 


 

 

Lina

 


 

 

Treglonou a oa mat.Me meus kousket gant Kyrio,Ewen,Gwenaël hag Hyppolite. Ni hon n'eus debret Pizza . Ni hon n'eus graet un archerien / laeron .Ni hon eus c'hoariet slither.io ahg agar.io

 

Sören

 


 

 


 

 

Ni zo bet en draezhenn evit pesketa. NI HON EUS PikNiKET. Ni hOn deus graet ur c'hoari fars a ni hon deus graet ur bourmenadenn. Me meus kousket gant : MAIWENN MAI LILIA HA SETU TOUT

 

 

 

NINA

 

 

 

 

 

ni hon eus graet ur c'hastell traezh

 

Kavet m'eus mat ar c'hoari ARCHER/LAERON,

 

AR boued,AN animatourien.

 

Me meus ket kavet mat ar baladennoù.

 

 

 

Nniilllssss

 

 

 

 

 

Mat oa just ar « policier voleur » hag ar c'hambreier .

 

Me oa gant : Nils uhel e tu kleiz,Gurvan oa dindan Nils ha Riwall

 

dindanon .Va papi zo deuet barzh ar c'hambr hag geod oa war al leur hag barzh sac'h Riwall va papi oa lavaret da Riwall «C'est quoi ça ?!!!»

 

 

 

TRISTAN

 

 

 

Partager cet article
Repost0

commentaires

Présentation

  • : Le blog de skol divyezhek brest
  • : Blog de la classe de cycle 3 bilingue français-breton de l'école Jacquard à Brest
  • Contact

Recherche

Liens