Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
12 décembre 2008 5 12 /12 /décembre /2008 10:27
 

Ar voualc'h en em walc'h gant ar c'hazh hag e-pad an amzer-se emañ

ar c'hi o c'hoari sur a-walc'h.

Tout ar c'hlas




Ar chas o chaseal hep dilhad ha n'int ket chalet .


Ur vandennig moc'hig o vont kuit d'ar mor gant marc'h ar morlaer.

Youn





Ar moc'h zo a c'hoari er mor .

Klervi





Ur wezenn wenn o lenn gant ur penn melen.

Anna

Partager cet article
Repost0
11 décembre 2008 4 11 /12 /décembre /2008 11:05
 

Isabella

(Un istor savet gant bugale ar c'hlas CE2 CM1 CM2)



 

Ur wech e oa met ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra e oa ur plac'h vihan hag e oa hec'h anv Isabella. O vevañ e oa en Asia gant he mamm gozh hag he breur . Paour razh e oa . Ur wech e oa he deus goulennet gant he mamm gozh :


« - Mamm gozh, pelec'h emañ tadig ha mammig ? »


«  - E bro Amerika emaint o vevañ, e New-York evit gounit arc'hant. »


Isabella n'he deus ket kousket e-pad an noz rak c'hoant he deus kavout an den fur eus ar geriadenn evit goulenn ur gartenn da vont da Amerika. Kousket he deus un tammig . Diouzh ar mintin he deus debret he dijuni Isabella ha goude eo bet e ti an den fur evit goulenn ur gartenn evit mont da vro Amerika.


« - Mar-plij. Gallout a ran kaout ur gartenn evit mont da vro Amerika, ma den fur ? »


«  - Ya, plac'h vihan, setu ar gartenn evit mont da Amerika. »


«  - Mersi bras ma den fur. »


An deiz war-lec'h e kemeras un nebeut aferiou ha mont kuit. Ar gudenn a oa ne ouie ket Isabella penaos mont da Amerika .

 

Isabella he deus c'hoant mont e-barzh ur vag. Mont a reas da c'houlenn gant ar c'hapitenn. Met ar c'hapitenn n'en doa ket c'hoant kemer Isabella rak n'eus ket a arc'hant ganti.


« -Met kapiten... »


«  - 'Peus ket arc'hant, ne zeui ket ganeomp ha setu tout. »


E-pad an noz ez 'a dre guzh Isabella e-barzh ar vag.


Debriñ a reas tamm-ha-tamm boued a oa er vag. Gwelet eo bet gant ar c'hapitenn e vanke boued ha kavet eo bet Isabella.


Laosket eo bet Isabella war un enezenn vihan. Trist eo ar paourkaezh plac'h. Ul logodenn a welas. Klask a reas Isabella tapout anezhi.


Al logodenn a lavar a greiz tout : « Oh, me n'on ket ur c'hoari ! »

Isabella, souezhet-mik :

« Met, kaozeal a rez ! »

« ben ya ! Te 'zo bouzar pe petra ! »

« Daoust hag-eñv e c'helles sikour ac'hanon da vont da Amerika ? C'hoant am meus gwelet ma zad ha mamm. »

«  A-du on ma 'z eus un tamm fourmaj ganes. »

« Ya, un tamm a zo ganin. Dal ! »

« Trugarez dit. »


Cheñch a ra stumm Isabella ha dont a ra honnezh da vezañ un albatros.


Treuziñ a ra ar mor da vont da Amerika. En em gavout a ra e New-York goude pemzek deiz beaj.


Dre chañs e wel he zud e New-York. Mont a ra da gaozeal ganto met n'eo ket evit komz. Trist kenañ eo.


Nebeud goude e kav daou zen yaouank o kaozeal diwar benn ur sorzer. Unan eus an daou a lavar n'eo ket ur sorzer evit gwir met Isabella n'he deus netra da goll. Neuze ez a da welet anezhañ.


Dont a ra a-benn da cheñch stumm d'al labous a zeu da vezañ Isabella. Ouzhpenn da se e ro teñzor an Indianed dezhi.


Mont a ra Isabella da welet he zud. Laouen eo an holl. Dre m'o deus arc'hant e lakaont ar vamm gozh da zont ha n'o deus ket ezhomm bremañ tud Isabella da labourat ken start.



N'eus ken.

Partager cet article
Repost0

Présentation

  • : Le blog de skol divyezhek brest
  • : Blog de la classe de cycle 3 bilingue français-breton de l'école Jacquard à Brest
  • Contact

Recherche

Liens