Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
8 juin 2010 2 08 /06 /juin /2010 11:09
Bet omp o welet Alfoñsd'ar meurzh 25 a viz mae. Graet hon eus tro an tiegezh.  Plijus-tre eo bet an devezh a zo bet filmet gant Kristian ar Braz.

 

 

Partager cet article
Repost0
8 juin 2010 2 08 /06 /juin /2010 11:04

Araok vakañsoù Nedeleg e oa deuet Alfoñs Ragenes, labourer-dour e Plouarzh er skol. Savet hon eus goulennoù gantañ diwar-benn e vicher a labourer-douar ha war traoù all.

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
10 mai 2010 1 10 /05 /mai /2010 12:18

brendan ha sekred kells large[1]

 

 

D'ar yaou 29 a viz Ebrel omp bet o welet evit an eil gwech "Brendan ha sekret Kells". Ar wech-mañ e oa e brezhoneg. Kalz a vugale all a ao er sal. Plijus eo bet met diaesoc'h da gompren memestra.

 

 

 

Partager cet article
Repost0
12 février 2010 5 12 /02 /février /2010 17:56
DSCN0911
Partager cet article
Repost0
12 février 2010 5 12 /02 /février /2010 09:42

 Ar mintin-mañ omp bet e tiegezh Alfoñs. Loc'het omp da 9 eur.

Pa'z omp en em gavet eo deuet ar chas ( Apache , Bleuenn , Charly ha Chouchen ) da welet ac'hanomp.

Alfoñs hon eus gwelet diouzhtu. Da gentañ tout omp bet er c'hraou moc'h. Ar mammou hag an tad a zo kannon eus gwelet. Da c'houde hon eus gwelet ar moc'h bihan ganet daou viz zo pe koshoc'h.

 

DSC00747ok

 

Alfoñs ha Garlonn o sellet ouzh ar moc'h bihan

Goude-se omp bet er maez da lakaat kolo d'ar moc'h nevez ganet (ur sizhun pe zaou). Brav int. Lod 'zo gwenn ha du, lod all rouz, lod all gwenn. Pa 'z ae Alfoñs en un ti bihan ez ae kuit en ur redek an holl moc'h bihan. Displeget en deus bet gant A lfoñs penaos e vez Apache o tiwall ar moc'h bihan rak al louarn. Kemeret ez eus bet gant Alfoñs moc'h etre e zaouarn hag hon eus poket dezho .

 

DSC00751okO vont da welet ar moc'h, war-lerc'h an traktour.


DSC00763olLouve o kemer foenn.

DSC00767ok.jpgAlfoñs o tiskouezh ur pemoc'h.

Gant Jean -Luc, breur Alfoñs, omp bet e-barzh ar c'hraoù-saout. Displeget en deus deomp perak e vez mesket ar gouennoù (Hollstein ha Montbelliarde). Ar saout a vo kreñvoc'h.

 

Brav eo al leueou bihan.

 

Goude omp bet da welet ar saout a oa o tebriñ. Displeget en deus perak en deus un dro-c'houzoug. Evit reiñ ar boued mat da bep loen eo.

 

Evit echuiñ omp bet er sal goro lec'h ma ' z eo bet displeget penaos e vez goroet gant ar mekanik da c'horo. Araok mont kuit hon eus graet un tamm tro e-barzh ur park gwinizh.

 

DSC00774ok.jpg

E-barzh ar sal goro.
 

Christian ' zo deuet en-dro. Kazetennerien all a oa: unan eus TEBEO, unan all eus Ouest France hag unan all eus France Bleue.

Bugale ar c'hlas o deus komzet dezho. Plijus-tre e oa. Mall 'zo ganeomp gwelet Alfoñs en-dro.

 

Echu

Partager cet article
Repost0
4 février 2010 4 04 /02 /février /2010 12:20
Setu ur pennad embannet e-barzh an télégramme diriaou, d'an 28 a viz genver. Eva ha Mensye a vez gwelet war ar poltred.

DSCN0907
Partager cet article
Repost0
25 janvier 2010 1 25 /01 /janvier /2010 12:13

 

 D'an 19 a viz genver eo deuet ur saver loened er c'hlas, Alphonse Raguénès e anv. Savet hon eus kalz a c'houlennoù gantañ.

Goulennoù a bep seurt a oa evel: «Pet pemoc'h 'peus? », « Petra 'vez graet gant laezh?» «Kaozeal a rez brezhoneg d'al loened? » pe «da vicher a blij dit ? ».

 

Deuet eo Kristian evit filmañ ac'hanomp.

Pauline a labour evit ar c'huzul-meur he deus tennet poltriji. brezhonegerien eo tout an dud-se.

 

Dedenus-tre e oa. Mont a rimp da welet anezhañ d'ar meurzh 9 a viz c'hevrer. Mall ' zo ganeomp bezañ e Plouarzel.

DSC00648ok.jpg

Alfoñs dirak ar vugale.

DSC00629ok.jpg

Houarn o sevel an dorn.

DSC00659ok.jpg

Alfoñs o tisplegañ an dra.

Partager cet article
Repost0

Présentation

  • : Le blog de skol divyezhek brest
  • : Blog de la classe de cycle 3 bilingue français-breton de l'école Jacquard à Brest
  • Contact

Recherche

Liens