Poltriji tennet er Riñkla Stadium 'zo war al lec'hienn-mañ :
D'ar yaou 23 a viz even eo bet ar re CM d'ober bag dre-lien pe kayak. Eus ar mintin int bet eus ar Vilin Wenn betek an Treizh (le passage) e Plougastel en ur dremen dindan ar pont. Goude bezañ debret ar piknik int distroet war-droad. Hir ha skuizhus eo bet...
E-pad an amzer-se eo bet ar re CE2 war Plasenn ar Frankiz. Dañset o deus 7 dañs. Gwelet o deus bugale Gwipavaz.
Ar re ruz o vont war-zu Plougastell
Bageal e gwenn ha du
Pa ne vez ket a avel eo ret roeñviñ
Unan, daou, tri, bec'h dezhi betek an aod !
hec'h-unan penn
Peulioù troc'het
Kayakiñ o deus graet lod
Unan 'zo war an tu fall
Gant an amzer vrav eo gwelloc'h c'hoazh
Rondoù war an dour
Lod a 'z a buannoc'h eget ar re all
Bep lun vintin ez a ar re CM2 ( Kieran, Yuna,Florian ha Corentin ) d'ober bag dre-lien e porzh bageal ar Milin Wenn.
Strollad Alex war-vor.
Yuna