Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
3 septembre 2021 5 03 /09 /septembre /2021 13:16

Rumba giz Barcelona

Manu Chao

 

Dindan an noz, dañsomp atav

Dañsomp ar rumba giz Barcelona

Dindan an noz, dañsomp atav

Dañsomp ar rumba giz Barcelona

 

Kaer eo Bro-Gatalonia

Ganit-te, ma dousig-koant

Bale sioul kazel-ha-kazel

E straedoù kozh Barcelona

 

Lirzhin on ha seder-tre

Ganit-te, ma dousig-koant

Ha brav eo deomp-ni douseta

En ur gêr kaer ha bev-mat

 

Gwelet La Barceloneta

Ar Sagrada Familia

Ha liorzh-kêr ar Ciutadella

Port Vell, ar mor, ar Rambla

 

Pell an hañv, pell ar vakañsoù

Pa vez noz e karan nijal

Bale gant ma dousig-koant

Dañsal brav ar Rumbadao

 

Rambla pa'qui, Rambla pa'llá

Ésta es la rumba de Barcelona

Rambla pa'qui, Rambla pa'llá

Ésta es la rumba de Barcelona

Partager cet article
Repost0
3 mai 2021 1 03 /05 /mai /2021 13:49
An hini karetañ

Skrivet gant Anjela Duval

Strollad Le Gall-Carré – Moal

Kanet gant Typhaine Corre

 

Gant Feiz ha gant spi bemdez ‘c’hortozan

Va c’halon o talmiñ, ‘n hini ‘garan

Gant feiz ha gant spi bemdez ‘c’hortozan

Ar joa, al levenez a zeu gantañ

Ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant

Met evit hini ma c’halon ne lamm

Ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant

Ken ‘vez dirazon an hini ‘garan

 

Ha dont ‘ray hiziv ‘n hini karetañ ?

Ken ma vez erruet tamm na vevan

Ha dont ‘ray hiziv ‘n hini karetañ ?

Levenez ha joa a zeufe gantañ !

Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant

D’am c’halonig paour se ne rafe mann

Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant

Ma ne zeufe ket an hini garan.

 

Siwazh n’eo ket deut ‘n hini ‘c’hortozan

Da reiñ un tamm nerzh d’am c’halon ken gwan

Siwazh n’eo ket deut ‘n hini ‘c’hortozan

Da reiñ d’am c’halon al levenez c’hlan

Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant

Bepred e chomfe va c’halon ken gwan

Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant

Peogwir n’eo ket deut an hini ‘garan !

 

Klañvdi Lannuon, 27 a viz Here 1966

 

Partager cet article
Repost0
3 septembre 2020 4 03 /09 /septembre /2020 16:51

Partager cet article
Repost0
20 mars 2020 5 20 /03 /mars /2020 10:54

Peogwir e chom an dud kelc'hiet en o zi, kerkoulz klask kanañ kanouennoù Jakez :

http://jakezarborgn.bzh/fr

Partager cet article
Repost0
11 février 2020 2 11 /02 /février /2020 13:10

Diouzh ar mintin pa sav ar glizh
E sav an ed hag ar gwinizh
E sav an ed diouzh an douar
Na pa vez c'hoazh an heol klouar

Ouzhpenn an heol a sav abred
Ouzhpenn ar gwinizh hag an ed
Keleier fall dre ar c'hontre
A sav abretoc'h 'vit an deiz

Ha tud Plogoff a lavare
En Traoñ an Dour an eil d'egile
Livirit din e gwirionez
Petra 'zo nevez er barrez

Petra 'zo nevez 'barzh ar vro
Har ar parrezioù tro-war-dro
Na pa welan war ar blasenn
Jañ-Mari Kerloc'h teñval e benn

'Pezh a welan a zo spontus
Ouzhpenn eo trist ha glac'harus
Gwerzhet eo Plogoff da Baris
Ur sañtral vras 'plas ar gwinizh

Plas an ed ur mekanik foll
A vije gouest da lazhañ an holl
Peotramant c'hoazh a-nebeudoù
D'hor c'has er-maez eus hon douaroù

'Vit hor c'has 'maez ne raio ket
Warlerc'h an had e teuio an ed
Hag en ed ranker da zorna
Araok ma chomje da vreinañ

Hag amañ e parrez Plogoff
An aotrou bras hag e gof tev
Pa deuio gant e roched gwenn
A zesko bale er vouilhenn

Bez e tesko gant e ardoù
Piv eo ar mestr war an douaroù
Na pa ranko mont war e giz
Don er vouilhenn betek Paris

Ha bremañ p'eo echu va son
M'ho peus ket soñj mat deus an ton
Kanit anezhi war un ton all
Ha kanit, kanit, 'giz gwechall

 

Partager cet article
Repost0
3 février 2020 1 03 /02 /février /2020 17:58

D'ar gwener 31 a viz genver omp bet en diskouezhadeg war ar c'han er CRBC, er skol veur.

Galv an tan 'zo bet e kreiz ar weladenn. Ret eo bet diskenn 4 estaj ha pignat en-dro.

Klevet hon eus kanaouennoù evit ar vugale.

Displeget eo bet pep tra deomp gant Maryvonne Berthou.

Kanañ er skol

Liberta eo ma c’hanaouenn a blij ar muiañ din .

 

Abigaïl

 

 

Liberta zo ur ganaouenn vrav peoguir e kanan brav liberta. Ar sonerezh a zo mat kenañ hag ar poziou brav-tre.

 

Adèle

 

 

Brest iskis a gavan mat ar poziou. Me a gav mat ivez Dilun e yin da varseilh.

 

Angelina

 

 

Liberta ha dilun e zin da Varseilh eo ma c’hanaouennoù a blij din ar muiañ ha Sunny e saozneg.

 

Dwyna

 

 

Ar ganaouenn e brezoneg a blij din ar muiañ eo Brest iskis peogwir eo ni hon eus savet anezhi gant Jakez ar Borgn.

 

Edern

 

 

Plijout a ra din :

- Liberta

- Polka plinn

- Ar gwenan

- Brest Iskis

- C’hoazh o huñvreal

- Skol drol

 

Elyne

 

 

Me a blij din liberta ha va hent gant Denez .

 

Emlyn

 

 

Liberta : mat e oa peogwir e oa ur vailhurenn eus Korsika gant Edern.

Koukouk : mat e oa peogwir e oa hir.

Kaorentinik : mat e oa peoguir e oa daou zen.

Dilun : mat e oa peogwir eo an hini a blij din ar muiañ.

 

Ethan

 

 

Va c’hanaouennoù a blij din eo ar gwenan, Skol- Drol, Brest Iskis, Dilun e yin da Varseillh ha liberta.

 

Flavy

 

 

Me a gav tout ar c’hanaouennoù, pep tra zo mat !!!!!!!!!!!!!!!!!!

 

Georges

 

 

Koukouk meus desket er skol vamm. Mat kenan eo.

 

Iroise

 

 

Ar ganaouenn a blij din ar muiañ eo Va hent kanet gant Denez Prigent.

 

Laura

 

 

Tri fimoc’h bihan a blij din pegwir eo mat.

 

Lazare

 

 

Polka plinn 'meus kavet mat.

Va hent 'meus kavet mat.

Deliou an diskar amzer 'meus kavet mat.

Marijanik lagad bran ivez.

 

Ludivine

 

 

Ar ganaouenn a blij din eo va hent peoguir eo mat ar sonerezh.

Librerta ivez zo mat kenañ.

 

Maiwenn

 

 

Ma c’hannaouennoù a blij din eo Denez Prigent, liberta, skol drol ha soubenn ar patatez.

 

Mélissa

 

 

Ar ganaouenn a blij din ar muiañ eo Liberta.

 

Mona

 

 

Ar ganaouenn 'meus kavet ar gwellañ eo Liberta.

 

Paol

 

 

Va c’hanaouennoù gwellañ eo Koukouk, Brest iskiz, E-kreiz an noz, Marijanig ha Kaorantinig, Marivonig ha ivez soubenn ar patatez.

 

Prune

 

 

Me gav mat Liberta, Duhont ar mane, Polka plin, Koukouk, Marivonig ha kaourantinig .

 

Soazig

 

 

Soubenn ar patatez eo ar ganaouenn a blij ar muiañ din.

 

Sterenn

 

 

Me 'meus kavet mat dilun e yin da Varseilh.

 

Zélie

Partager cet article
Repost0
12 novembre 2019 2 12 /11 /novembre /2019 16:08

D'ar sul 10 a viz du omp bet da ganañ er Gapusined. Kanet hon eus ur ganaouenn bet skrivet ganeomp, « Brest iskis » hec'h anv.

An hini en deus savet an ton eo Jakez ar Borgn. Kalz a vugale a oa, eus ar re vihan betek ar re vrasañ (CM).

Jakez 'oa deuet da labourat ganeomp. Jentil-tre eo.

Lavaret eo bet gant kalz tud hon eus kanet mat.

 

 

 

An abadenn zo mat met ni hon eus gortozet 18 klas.

Ar ganaouenn a zo mat-tre.

Ni hon deus labouret gant Jakez.

 

Aanor

 

 

Mat e oa an abadenn.

Mat e oa ar ganaouenn met me zo bet jenet.

Mat e oa labourat gant Jakez ar borgn.

Met hir e oa gortoz araok mont da ganañ.

 

Abigaïl

 

 

 

Mat e oa ar ganaouenn. Mat eo labourat gant Jakez. N'on ket deuet da Deus 'ta.

 

Adèle

 

 

Deus ‘ta 'zo mat. Ar vugale a oa o kanañ. Me meus gortozet pell. Me zo tremenet dindan ar boubelenn. Deus ‘ta 'zo mat kenañ.

 

Angelina

 

 

Mat e oa labourat gant Jakez. Hor c'hanaouenn a oa an hini wellañ.

 

Charlotte

 

 

Me zo bet e Deus 'ta. Ni hon eus kanet « Brest iskis » gant Jakez. Ni 'oa ar strollad divezhañ. Jakez a zo jentil-tre. Ni eo ar re wellañ.

 

Dwyna

 

 

Me 'oa bet da Deus’ta an deiz kentañ evit gwelet kanerien brudet evel Yann Tiersen ha me meus gwelet: Prune, Tonino, Iroise. Ni 'oa e-kichen al leurenn azezet o selaou kanaouennoù ar re all. Me 'moa kavet e oa ar ganaouen wellañ an hini hon oa ijinet.

 

Edern

 

 

Ni hon eus graet an abadenn gant Jakez ar Borgn e Deus 'ta.

Ni hon eus kanet « Brest Iskis ».Ni hon eus kanet brav.

Ne m'eus ket kavet plijus gortoz. Gant Jakez e oa mat. Ni hon eus desket kalz traoù.

MAT E OA.

 

ELYNE

 

 

Mat oa labourat Jakez Ar Borgn .Gwelloc’h eo kanaouenn ar re C.E.2.

 

Emlyn

 

 

Ni zo bet da DEUS’TA. An hini hon deus kanet eo BREST ISKIS gant Jakez. Ni a oa ar re zivezhañ. Jakez a oa jentil-tre. An hini wellañ oa ar gannaouenn deomp-ni. klas Fantig CE2/CE1 ha klas Lena CE2/CP a oa e Deus’ta ivez.

 

Ethan

 

 

Deus’ ta a zo mat kenañ ! Me oa e plas diwezhañ !Ar mestr en deus lavaret e kanomp mat kenañ !

 

Georges

 

 

Mat e oa an abadenn Yann Tiersen. Ni hon eus kanet kreñv hag mat e oa labourat gant Jakez.

 

Iroise

 

 

Me meus kavet mat an abadenn.

Mat 'oa labourat gant jakez.

Mat 'oa ar ganaouenn.

Mat e oa met hir e oa.

 

Laura

 

 

Mat e oa met me moa naon.

Ni a c’hortoze kalz peogwir e oamp o kanañ ar re zivezhañ.

Me meus kavet e oa ar ganaouenn an hini wellañ peogwir e oa rock.

 

Lazare

 

 

Deus ‘ta a oa mat ha plijus.

Jakez a oa jentil-tre. Plijus e oa labourat gantañ.

Goude da 18h30 omp bet er fest noz.

Me meus dañset 6 dañs gant ma zad kozh.


 

Ludivine


 


 

Me meus kavet mat peogwir hon eus kanet mat.

Ni hon eus kanet kreñv ha mat.

Jakez ar Borgn en deus kanet hag ni a gane war-lerc'h hag e oa gant e gitar.

Kalz a dud a oa.

 

Maïwenn

 

 

Mat oa an abadenn. Mat 'oa ar ganaouenn. Mat 'oa labourat gant Jakez. A-wechoù e oa hir. Er penn kentañ ne ganemp ket mat.

 

Mélissa

 

 

Penaos oa ar ganaouenn ? Mat e oa ar ganaouenn !

Penaos’oa labourat gant Jakez ? Mat e oa labourat gant Jakez !

Traoù all ? N’on ket bet da Deus 'ta ha me oa trist.

 

Mona

 

 

Mat e oa an abadenn met hir eo da c’hortz.

Kavet meus e oa kanaouenn va c’hlas a hini wellañ .

Mat e oa labourat gant Jakez peoguir e oa jentil.

 

Paol

 

 

Me meus kavet mat an abadenn. Ni hon eus kanet Brest Iskis, ur ganaouenn hon eus skrivet. Jakez’oa jentil-tre, ha gant Jakez e 'z eus musizianed. Me meus kavet mat tout ar c’hanouennoù. « Skol drol » eo kanaouenn ma breur bihan.

 

Pauline

 

 

D'ar sadorn 9 a viz du on bet gant va c'hoar,va breur ha va zad e Deus 'ta .

Gwelet m'eus Edern hag e vreur hag e c'hoar Iroise, Flavy, Thia hag Ines.

Tadig en deus gwelet e genlabourerien. D'ar sul vintin on bet un eil gwech e Deus 'ta.

Mat e oa an abadenn. Ar ganaouenn hon eus kanet gant Jakez. Goude ar ganaouenn on bet e ti

mignoned evit debriñ ha kousket.

 

Prune

 

 

Penaos e oa an abadenn ?

Mat-tre oa. Er fin ’m boa kavet hir an amzer .

Penaos oa ar ganaouenn ?

Mat-tre oa.Ni hon eus kanet mat-tre .

Penaos oa labourat gant Jakez ?

Mat-tre peogwir eo jentil ha pasiant Jakez.

 

Soazig

 

 

An abadenn ‘oa mat met hir e oa. Ar ganaouenn 'zo mat peogwir eo bet graet ganeomp.

D’ar meurzh hon eus labouret gant Jakez. Da 15h 'meus gwelet va zad o seniñ biniou bras.

 

Sterenn

 

 

N’on ket deuet peoguir n’em boa ket amzer. Ar ganaouenn 'oa mat kenañ. Pljus-tre e oa gant Jakez. Jentil eo. War a seblant e oa pljus, gant kalz a dud.


 

Zélie

 

 

Partager cet article
Repost0
26 mars 2019 2 26 /03 /mars /2019 10:35

Partager cet article
Repost0
7 janvier 2019 1 07 /01 /janvier /2019 13:12

Kemer a rin an hentoù glas a vouskan din an aezhenn
Ha fulennoù arc'hant ar glizh war raden an dosenn


 

Kemer a rin an hentoù kamm a yud din ar sparfell
Ha sklêrijenn rouz al loargann pa vez diroll an avel


 

Kemer a rin an hentoù kuzh 'zañs din ar c'houer lirzhin
Ha war beg an toennoù ruz mogedoù gwenn ar frim


 

Kemer a rin an hentoù aour 'gan din eon ar stered
Hag en neñvoù splann miz Here Bagadoù al laboused


 

Kemer a rin an hentoù koll a gont din ar vogidell
Ha tasmantoù roz ar c'houmoul e melezour ar stivell


 

Kemer a rin an hentoù don a lavar din va c'halon
Rak kavout a ran hoc'h hini re eeun evidon.

Je prendrai les chemins bleus que me murmurent la brise
Et les étincelles d'argent de la rosée sur la fougère des tertres

Je prendrai les chemins tortueux que me crient l'épervier
Et l'éclat roux de la pleine lune quand le vent se déchaîne

Je prendrais les chemins secrets que parcourent en dansant les gais ruisseaux
Et sur le faîte des toits rouges les fumées blanches du givre

Je prendrai les chemins d'or que me chante l'écume des étoiles
Et dans les cieux radieux d'octobre les nuées d'oiseaux

Je prendrai les chemins oubliés que me racontent la bruine
Et les roses fantômes des nuages dans le miroir des fontaines

Je prendrai les chemins profonds que me dit mon cœur
Car je trouve les vôtres bien trop droits pour moi.

Partager cet article
Repost0
10 septembre 2018 1 10 /09 /septembre /2018 10:39
Partager cet article
Repost0

Présentation

  • : Le blog de skol divyezhek brest
  • : Blog de la classe de cycle 3 bilingue français-breton de l'école Jacquard à Brest
  • Contact

Recherche

Liens