Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
25 juin 2018 1 25 /06 /juin /2018 08:31

 

D'ar meurzh 19 a viz even omp bet e kastell an Tarv hag e Karn Barnenez.

Da 8 eur 20 omp bet e-barzh ar c'harr-boutin. 13 skolajiad eus an Hiroazh 'zo deuet ganeomp gant o gelennerezh Istor-Geografiezh.

Bet omp e bourzh ur vag anvet « le guillemot » evit mont betek Kastell an Tarv. Displeget eo bet istor ar c'hastell gant Delphine a labour er c'hastell. Ar c'hastell 'zo bet evit en em zifenn, ur prizon (toull-bac'h), un ti vakañsoù evit ur vaouez binvidik, tapet gant an Alamanted, ur skol bag-dre-lien, ur skol evit splujañ, dilezet meur a wech ha bremañ eo ul lec'h evit an Douristed.

Diskouezhet eo bet deomp penaos e tigor ur « pont-levis ».

E Kelenn hon eus debret ha C'HOARIET.

 

Kastell an Tarv ha Karn Barnenez

Goude kreisteiz omp bet betek Karn Barnenez. Kanet eo bet : Poned bihan« petit poney », C'hwezhañ an tan (Allumer le feu), dipitus eo (Dommage), Tchoupi...

E Karn Barnenez eo bet displeget perak ha penaos e oa bet savet ar c'harn.

E-pad an Neolitik eo bet savet evit lakaat korfoù ar re varv e-barzh. Gwelet hon eus oustilhoù eus an amzer-se. Tremenet omp dre un trepas a zo e-barzh.

Kastell an Tarv ha Karn Barnenez
Partager cet article
Repost0
14 juin 2013 5 14 /06 /juin /2013 16:41

 

Demat deoc'h !!!

 

 

'Michañs eo tremenet mat ar bloavezh-skol ganeoc'h.


Ganeomp eo paseet mat hag hon eus graet leun a draou dedennus.

 

Bet omp bet o pesketa en oad e penn kentañ ar bloaz. Tapet hon doa kalz a loened mor : kranked, kregin, pesked hag all. Klasket hon doa ivez tapout loened e-barzh koad ar c'hostour. N'eo ket bet kavet kement avat.

 

Desket hon eus labourat an osilh gant tud kozh a zo o chom e Porposder. Bet omp eno div wech evit deskiñ sevel podoù evit ar c'hreionoù. Jentil kenañ e oa an dud-se.

 

N'eus ket pell 'zo eo bet ar re CM2 da weladenniñ ar skolaj en Iroise. Gwelet o deus Erwan hag Axel. E-ser ma oa ar re CM2 o tebriñ fritez er skolaj eo bet ar re all d'ober un dro e kêr war droad.

 

Bet omp bet ur wech da sellet ouzh ur pezh c'hoari « l'ogrelet » e anv.

 

 

Deuet 'zo bet tud betek hor c'hlas : ur paotr 'zo o labourat er Cross Corsen, ur pesketaer eus Konk-Leon hag ur saver bandennoù treset (tad Noémie eo).

 

 

A hent-all, bet omp er sinema da welet ar memes filmoù ha c'hwi. An hini 'zo bet kavet ar plijusañ eo Zathura peogwir e c'hoarveze e-barzh ar film leun a draou burzhudus ha dañjerus.

Arrietty e brezhoneg 'oa plijus-tre ivez, 'gav ket deoc'h ?

 

 

 

 

Graet hon eus ivez kalzig a sportoù disheñvel ar bloaz-mañ. C'hoariet hon eus ultimate ha basket gant bugale ur skol all eus Brest. A-benn dilun e rimp un devezh sport er stad ar Bougen.

 

Er mare-mañ emaomp o labourat a-benn sevel un abadenn dañs. Sikouret e vezomp gant Tangi a 'zo ur paotr a vicher !

 

 

Yann ha Maël o deus sonet div ganaouenn. War you tube int bet lakaet. Plijus kenañ eo !

 

 

Mont a rimp da zañsal war blasenn ar Frankiz a-benn diriaou. War a seblant e teuoc'h c'hwi ivez. Mat 'vije ober un dra bennak asamblez. N'omp ket bet er Stang Alarc'h gant ar skol gwech ebet. Mat e vije deoc'h ?

 

 

 

Ken ar sizhun a zeu !!!!!

 

 

Bugale skol Jacquard

 

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
9 octobre 2012 2 09 /10 /octobre /2012 12:41

 

 

 

Nous sommes allés au Lycée Vauban le lundi 1er octobre. Nous avons formé deux groupes. Un groupe est allé en chimie et l'autre en physique. Chaque enfant était accompagné d'un élève de seconde.

 

En chimie, nous avons fait des précipités de différentes couleurs. Nous avons mis du liquide vaisselle dans l'eau remplie de poivre. Nous avons mesuré le PH de différents liquides et nous avons étalé de la couleur.

 

En physique, il y avait beaucoup d'expériences : le verre d'eau retourné, les illusions d'optique, l'aimant, les arcs électriques, la planche sur les verres, l'électricité statique, le circuit électrique, l'eau qui bout...

 

On a appris beaucoup de choses et les lycéens étaient sympas.

 

 

 

 

 

DSCN2867

Dans cette cloche, les élèves de seconde retire l'air qui s'y trouve et font bouillir l'eau.

 DSCN2869

La feuille va-t-elle tomber ?

 DSCN2870

  Une élève de seconde explique une expérience à Wendy

 

DSCN2872

  L'expérience des aimants

 

 

DSCN2884 Noémie s'est transformée en savant-fou

 

 

Nous avions chacun un grand pour toute l'après-midi.

Nous avions fait de la physique et ensuite de la chimie, nous avons aussi fait des expériences !!

Nous avions eu un grand de SECONDE !!

( J'ai croisé un garçon qui est dans mon quartier !! )

 

ROMANE

 

 

 

Nous avons travaillé avec des élèves de seconde, nous avons fait des expériences on mettait du poivre dans l'eau

 

Bleuenn

 

 

Nous avons été au lycée Vauban faire de la chimie et de la physique .En chimie, nous avons fait des expériences et en physique nous avons fait des tests avec des machines.

 

GOULVEN

 

 

 

Nous sommes allés au Lycée Vauban. Nous avons fait de la chimie et beaucoup d'autres choses.

 

Enora

 

 

Hier, je suis allé aux lycée Vauban pour faire de la science, prendre un papier et faire des couleurs dessus, mélanger les couleurs avec des machines en verre.

 

Tristan

 

 

Lundi 1 octobre nous sommes allés au lycée Vauban, on a choisi un lycéen et on a fait des expériences et de la physique et de la chimie . J'ai appris quand la machine à faire les bulles on trempe le petit truc avec le fil quand on avait la main sèche et quand on a touché ça a éclaté.
Yann
Partager cet article
Repost0
30 mai 2011 1 30 /05 /mai /2011 17:38

D'ar gwener 27 a viz mae eo deuet bugale Gwipavaz er skol.

Ur c'hoari skrivañ hon eus graet. Goude-se omp bet d'ar mirdi "Passerrelle". Taolennoù gant stummoù geometriezh hon eus gwelet.

 

Evit echuiñ hon eus dañset asamblez.

Plijus eo bet.

 

Partager cet article
Repost0
8 février 2011 2 08 /02 /février /2011 15:42

 

 

D'ar gwener 4 a viz c'hwevrer omp bet e skol Pergaud e Gwipavaz evit kejañ gant bugale ar c'hlas CE2-CM1-CM2 divyezhek.

 

Araok kreisteiz omp bet gant ar bus betek bourk Gwipavaz.

 

Pikniket hon eus en ur sal. Goudese omp bet o c'hoari : foot, basket...

 

DSCN1588.JPG

 

Ar vugale o c'hoari foot

 

 

Aet omp e-barzh ar sal en-dro. Kanet hon eus hag hon eus desket ur ganaouenn « foar al loened » a zo fentus.

 

Er maez omp bet c'hoazh evit ar c'hoarioù breizh. Savet eo bet skipalhoù hag hon eus c'hoariet ar c'hwec'h c'hoari: toull ar c'hazh, c'hoari bouloù...

 

DSCN1602.JPG

 

 Ur c'hoari boulou

  

 

Plijus eo bet ha pediñ a rimp anezho da zont e Brest.

Partager cet article
Repost0
1 juillet 2010 4 01 /07 /juillet /2010 10:16

 

Digwener (d'an 18 a viz Even) eo deuet bugale Loperc'hed e Brest.

 

Bet omp d'ar « passerelle » diouzh ar mintin. Daou strollad 'zo bet savet : unan evit gwelladenniñ an diskouezhadeg Mischa Kuball hag unan all evit ober arzou kaer, « un diapo » zo bet savet gant bep bugel. Plijus hon eus kavet. Dic'hortoz e oa e-barzh ar sal zu.

 

Goude-se omp bet o tebrin er jardin Kennedy. Goude bezañ debret omp bet o tañsal war Blasenn ar Frankiz e lec'h ma oa ur mor a vugale. Kalz a blijadur hon eus bet met tomm'oa an amzer.

 

passerelle-1.JPG

Houarn o labourat

 

 

an dañsoù

 

Youna, Mensye ha Corentin o tañsal "cochinchine"

Partager cet article
Repost0

Présentation

  • : Le blog de skol divyezhek brest
  • : Blog de la classe de cycle 3 bilingue français-breton de l'école Jacquard à Brest
  • Contact

Recherche

Liens