Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
9 mai 2019 4 09 /05 /mai /2019 16:31
Basile a oa o tiskouezh ar pezh a vez gwelet eus Ti Menez Are : parkeier, kleuzioù, koadeier, iliz Komana, gwez...

Basile a oa o tiskouezh ar pezh a vez gwelet eus Ti Menez Are : parkeier, kleuzioù, koadeier, iliz Komana, gwez...

Desket eo bet deomp ober ur fleüt gant « Renoué du Japon ».

Desket eo bet deomp ober ur fleüt gant « Renoué du Japon ».

Ret e oa kavout delioù disheñvel.

Ret e oa kavout delioù disheñvel.

Youenn 'zo o kontoñ istorioù koriganed.

Youenn 'zo o kontoñ istorioù koriganed.

O klask amprevaned.

O klask amprevaned.

Tresañ anezho.

Tresañ anezho.

Ur sourd 'oa bet kavet.

Ur sourd 'oa bet kavet.

Pesketa 'zo bet graet gant ar re CE

Pesketa 'zo bet graet gant ar re CE

Kanet hon eus d'ar yaou noz araok mont da gousket

Kanet hon eus d'ar yaou noz araok mont da gousket

O lakaat plastr war roudoù al loened

O lakaat plastr war roudoù al loened

Me ‘meus kavet mat ar gambr met ar goubenner e oa gwak. Me ne ‘meus ket kavet mat pa oamp bet o pourmen paogwir e rae glav. Met mat e oa ar veaj hag Alexandre a oa jentil .

 

Abigaïl

 

 

D'ar merc'her 24 da 8 e 40 omp bet e Brasparzh. Me meus kavet mat ar gambr met ar sal dour a oa an tammig strizh. Ni ‘oa gant Basile.

 

Aloys

 

 

Me ‘meus kavet mat. Met d'ar Gwener on bet klañv ha ne oa ket cool tamm ebet. Ar gwele a oa mat. Me oa o kousket gant Mannaig, Laura, Anna V. hag Esther. Ar boued a oa gwelloc'h eget hini ar c'hantin.

 

Anna C

 

 

Mat-tre e oa Brasparzh. Me oa o kousket gant Laura, Esther, Mannaig hag Anna. C.

Mat e oa ar gambr hag ar gwele ne oa ket re galet.

Ar pezh a oa evit debrin a oa mat-tre.

Farsus e oa c'hoari ping-pong.

Ar jardin e oa mat-tre hag ar c'hoad ivez.

Plijout a rae din ober pourmennadennoù bras.

Gwelet hon eus ur blantenn hag a zebr kig, bihan tout e oa.

E-kichen menez sant Mikael Brasparz ne oa ket kalz a wez peogwir e oa re zourek. Farsus e oa lakaat ar votez e-barzh an douar blot.

Plijus e oa c'hoari ar gaouenn.

 

ANNA.V

 

 

Ar prantad e Brasparz a oa mat hag ar boued zo mat kenañ. Trugarez da : Erwan, Fantig, Dominique, Danielle ha Nora.

 

Emlyn

 

 

Me meus kavet mat ar veaj.

Me meus kavet ar gambr brav.

Me meus kousket mat.

Elyne, Mélissa, Ludivine ha me hon eus kavet ur babig milkraban, 2 laouen-dar.

Ar c’hantin a oa mat kenañ.

3 gazeg a oa hag 1 c’havr a oa.

C’hoarioù hon eus graet.

 

Flavy

 

 

Mat e oa e Brasparzh.

Brasparzh zo un ti kozh evit un den yaouank.

Ar boued zo gwelloc’h eget ar gantinenn.

Ni hon deus kousket e-barzh ar gambr.

 

Hélène

 

 

Mat-tre e oa Brasparzh. Mat e oa ar boued ha jentil e oa Basile. Mat e oa ivez ar pezh hon eus graet. Lakat a ran 9/10☻

 

Juliette

 

 

Me meus kavet mat ar veaj e brasparzh.

Me meus kavet jentil-tre Alexandre hag eñ en deus graet ur c’haiak evit Abigail, me hag Iroise. Ar c’hantin a zo mat-tre.

 

Laura F

 

 

Mat-tre e oa Brasparzh. Re verr e oa. Mat e oa ar boued. Basile oa jentil-tre. Me oa gant Anna V, Esther, Mannaig hag Anna C. Ar sall dour oa bras-tre .

 

Laura P

 

 

Ar boued a oa mat.

Ar gambr a oa bihan.

An devezh a oa skuizhus.

Ar veaj a oa mat-tre.

Me meus c'hoariet gant Simon da c'hoarioù kartoù.

Me meus c'hoariet billard ha Sagamore.

 

Lehnn

 

Ar veaj a oa mat-tre. Ni hon eus desket kalz traoù plijus-tre evel loened, plantoù hag amprevened brav hag divalav. Ni hon eus drebet mat-tre. Me ne meus ket kousket mat. Met ar veaj a oa mat.

 

Lizenn

 

 

Plijus e oa met domaj eo peogwir ne oa ket privezioù e barzh ar gambr. Ar boued a oa mat.

 

Ludivine

 

 

Me meus kavet mat ar veaj met re a istorioù gant ar vugale a oa. Mat-kenañ e oa ar boued .

 

Mannaig

 

 

Mat e oa ar veaj e Brasparzh : Ar gambr, ar c’hantin, an daolenn ping-pong, baby-foot hag ar billiard met ar sal dour a oa bihan.

 

Paol

 

 

Ar gambr a oa mat met ar sal dour a oa hep privezioù ha ne oa ket logik. Me meus kavet mat ar zagamor ha ni hon neus gounezet. Ma skipailh a oa : Iroise, Emlyn, Ludivine, Georges, Prune, Dwyna, Mona, Sterenn Ce2, Angelina, Adèle, Pauline, Charlotte, me oa ur spier.

Mona he doa touchet Hélène eus ar skipailh all hag Hélène oa ar sorserezh.

 

Soazig

 

 

Ne oa ket mat. Hir e oa. Ar c'hantin a oa mat, mat kenañ.

 

 

SULIANA

 

 

Me meus kavet mat met re a istoriou oa. Me meus kousket mat ha mat e oa ar boued. Dommaj e oa peo gwir ne oa ket priveziou e-barzh ar gambr.

 

Sterenn

 

 

Me meus kavet mat kenan peoguir e oa mat tre ar boued. Ar gambr oa mat met ne oa ket privezioù e-barzh. Ni hon eus graet ur zagamore hag e oa mat.

 

Iroise

 

 

Me 'meus kavet mat ar veaj met ar matelas n'eo ket mat. Ni zo bet e Menez Sant Mikael hag ni hon neus paket loened.

 

Mélissa

 

 

Me 'meus kavet mat ar veaj met ni hon eus graet meur a bourmenadenn.

Ar c'hantin zo mat

Ar gambr zo mat met ar sal dour zo re vihan.

 

Thomas

 

 

Mat peogwir e oa mat ar boued. Ar gambr a zo mat pegwir e oa ur sal dour er c'hambreier . Ar pourmenadennoù a oa mat.

 

Yuna

 

 

Plijus e oa e brasparzh !!! Ar boued a oa mat-tre. Me 'zo bet e-barzh ar c'hoad !!! Ar gambr a oa mat-tre... Ar veaj a oa plijus-tre.

 

Zélie

 

 

Ni hon eus kanet e-barzh ar c'harr-boutin.

Ar c'hantin a oa mat.

E-barzh ar gambr e oan gant : Flavy, Laura hag Abigail.

 

Elyne

 

 

Me meus debret mat er c'hantin.

Me meus kousket mat.

E-pad an ehan on chomet va unan .

Me 'oa trist.

Ar pourmenadennoù a oa mat.

Ni hon eus graet ur seurt flutenn.

Ne meus bet un delienn kelenn zo oc'h ober un doupinell.

 

Maïwenn

 

 

Mat e oa brasparzh. Bazil en eus displeget tout an traoù 'barzh ar c'hoad ha Bazil a oa jentil. An traou hon eus graet a oa mat-kenañ.

 

Marion

 

 

 

Ni zo bet da brasparzh d'ar merc'her 24 a viz mae da nav eur.

Ni zo bet e-barzh ar c'hoad.

C'hoariet hon eus e-barzh ar choad.

 

Mika

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
21 mars 2016 1 21 /03 /mars /2016 17:42

E-barzh ar gambr e oan gant Pauline, Koupaya ha Maiwenn.
Ni hon neus graet skipalhiou..
Me oa gant Pauline, Koupaya, Charlotte, Yann, Kyrio, Gwenael hag Ewen.
Ni hon neus graet ur QUIZZ ha gounezet hon neus.
Angele
 

Me a gave mat ar gambr E-barzh ar gambr e oa Yann, kyrio, gwenael ha me. Lakad sir e-barzh ar blev oa fentus.
Ni hon neus graet ur emgann goubener .
Goude hon eus graet ur match foot .
Ha me meus kavet mat istor ar botaouer.
Ewen


Mat eo ar beaj.
Ni hon eus savet lochou ha ni hon eus graet ur valeadenn.
Me'oa er gambr gant Nils.
En em staliañ 'oa kool.
Cléo


D'ar lun omp bet er Chapel Nevez gant ar re 6 vet. Ni ' zo bet er c'hoad hag pik- niket  hon eus graet ha gwelet ar c'hoat.
Gianna


Ar pezh 'neus plijet din e oa sevel lochoù  hag evit sevel lochoù hon eus douget  an tamm koat hag ar veilhadeg
Goulven


Me oa gant Yann, Kyrio , Ewen  e-barzh ar gambr hag e oa mat ar match foot hag ar valeadenn pa oa dall tout an dud.  ar Qwizz oa kool peogwir hon eus gounezet
Gwenael


Mat e oa barzh ar gambr met n'oa ket mat ar bourmenadenn.
D'ar meurzh 15 ni hon neus graet ur valeadenn 'barzh ar c'hoad.
Hyppolite


Ar Chapel Nevez a oa brav met kousket fall m'eus graet.
Debret e vez mat.
Ar c'hoari a oa mat.
Ar veaj a oa mat.
Killian



Ni hon eus pikniket 'barzh ar c'hoat.
Ni hon eus gwelet an toull e barzh an douar gant logod dall e-barzh.
ROBIN


D'al lun 14 a viz meurzh hon n'eus graet ur veaj er chapel-Nevez. Mat e oa, araok pep tra omp pignet en hor c'hambr. Goude omp bet da ober c'hoarioù. D'an noz hon n'eus drebet boloniez goude hon eus bet ur veilhadeg. D'ar vintiñ hon eus graet ur valeadenn ha setu tout.
Lina


Me oa gant Yann, Kyrio , Ewen  e-barzh ar gambr hag e oa mat ar match foot hag ar valeadenn pa oa dall tout an dud. Ar quizz oa kool peogwir on eus gounezet
gwenael


Mat e ao ar beaj ar Chapel-Nevez.
Mat oa bezañ barzh ar gambr.
maÏ


D'al lun 14 a viz meurzh omp bet  er chapell nevez.
Gant bugale c'hwevret omp bet er chapell nevez.
Ni hon eus graet lochou koad ha kastelodennou.
Ni hon eus kousket mat.
Nils


Me a blij din bezañ e barzh ar gambr.
Tout a blij din ha setu tout
Nina


Kavet m'eus mat ar veaj.
Plijet n'eus din ar c'hwiz hag ar gambr met Maïwenn n'eus diroc'het.
Ni hon eus gounezet ar c'hwizz.
Plijet n'eus din muioc'h an deiz 2.
Pauline


Me meus kavet mat ar veaj.
Me oa gant: Angèle, Pauline ha MaÏwenn, MaÏwenn oa re dorr-penn,
e pad an noz MaÏwenn a ziroc'he evel ur ramz.
Torr-penn-tre e oa. 
E-barzh ar c'hoat meus kavet mat serriñ an daoulagad pa oamp o vont da heul ur mignon,met me meus bet ur wezenn ha kouezhet on.
Koupaya


Ni zo bet er Chapel Nevez
Tout ar c'hlas zo aet d'ober ur bourmenaden ha dimeurzh omp bet d'ober ur c'hoarri ha setu tout.
Riwall


Me meus kavet mat ar veaj. Me zo barzh ar gambr gant Tristan ha me meus kavet mat tout ar veaj.
Sören


D'al lun  14 a viz meurzh hon eus kemeret ar BUS evit mont er Chapel-Nevez.
'Barzh ar c'hambr  e oan gant Sören. Ur c'harrez 'oa vit ar prenestr ha Sören vo e-barzh a kaozeal oa bet gant Hyppolite,Sören oa ijinet ar SEM!!!Ar valeadenn oa bet. Loch koad oa bet savet.
Tristan



 

Partager cet article
Repost0
24 décembre 2014 3 24 /12 /décembre /2014 10:11

Setu al liamm evit sellet ouzh an abadenn skignet disadorn :

Voici le lien pour voir l'émission Mouchig Dall :

 

link

Partager cet article
Repost0
26 novembre 2014 3 26 /11 /novembre /2014 14:50

Mouchig dall

 

D'ar yaou 20 a viz du omp bet e levraoueg Lambezelleg evit kemer perzh en abadenn Mouchig dall.

 

Eus ar mintin eo bet klasket chokolad gant ar re CM. Kouezhañ a ra Mona gant al levrioù war an daol. Goude kreisteiz o deus graet van ar vugale all da zebriñ chokolad.

 

Pep hini ac'hanomp en deus bet ur skritell sinet warni gant Mona ha Tudu.

 

Tremen a raio an abadenn d'ar sadorn d'an 20 a viz kerzu. Deuet 'oa ivez Pauline desu arvorig FM da atersiñ ac'hanomp.


Debret hon eus ur pik-nik war un dachenn nebell eus al levraoueg. C'hoariet hon eus gamel.

Bez e oa kalz a deknisianed. Muioc'h eget 5 kamera, mikroioù (unan 'oa war an daol) e pep lec'h.


Farsus ha jentil eo Mona ha Tudu.

 

 

  PB200815.JPG

  Pauline eus Arvorig FM 'oa deuet da atersiñ ac'hanomp 

 

  PB200817.JPG

  O lenn didrouz 

 

 

 

PB200828.JPG

 Bugale CM o c'hortoz bezañ filmet

 

PB200830.JPG

 Tudu hag ar vugale

 

 

PB200836.JPG

 Mona ha Tudu o sinañ war ar skritellioù

 

PB200838.JPG

 An eil strollad bugale

 

PB200843.JPG

 

 

Mat e oa an devezh.

Jentil eo Mona ha Tudu.

Tout an devezh en deus plijet din.

Ar chokolad du a blij din ar muiañ.

 

BLEUENN

 

 

Mat-tre  e oa an devezh,

Ar chokolad en deus plijet din,

Chokolad laezh a blij din ar muian,

 

Charlotte

 

 

Mat e oa drebiñ ar chocolad

Ar chocolad laezh a blij din.

 

Elowan

 

 

Mat e oa. Fentus e oa Mona ha Tudu. Me gave mat ar chocolat. A chokolad du a blij din ar muiañ. Mat e oa an devezh.

 

ENORA

 

 

Mat e oa. Plijet en deus  din bezañ er c'hoad.

Plijout a ra din ar chocolad laezh hag an hini du.

 

EWEN

 

 

Mona a zo fentus ha Tudu a zo fentus ivez.

Mona ha Tudu a zo jentil.

Plijet en deus ar chokolad din.

 

Gianna-Sèv

 

 

Mona ha Tudu evit ar c 'hoari a oa mat-tre

Mat e oa an devezh

Debriñ ar chokolad a blije din

 

Goulven R

 

 

Ar chocolad en deus plijet din.

Mat eo a an devezh.
Ar chokolad gwenn a blij ar muiañ din

 

Gurvan+

 

 

Mat e oa met hir oa

Mona ha Tudu a oa farsus

Ar chocolat du a blij din ne blij ket  din ar chocolat gwenn

 

Gwenael

 

 

Kavet ‘meus mat. Ar  chokolad  du a blij din

 

Lilia

 

 

Mat-tre eo an dervezh,

An chocolad en deus plijet din, dreist-holl ar chocolad laezh,

Ar chocolad du ne blij din

 

KILLIAN

 

 

Etre daou e oa. Mona ha Tudu oa jentil.

Kemer a levr en deus plijet din. 

Tout ar chocolat en deus plijet din.

Hir e oa an devezh

c' hoari gamelle en deus plijet din

 

FRAGAN !

 

 

Me meus kavet mat-tre. Fentus e oa Mona ha Tudu. Tout en deus plijet din.

Ar chokolad en deus plijet din. Mat-tre oa an devezh .

Tout en deus plijet din.Ar chokolad gwenn ha du ne blijont ket din

Ar chokolad laezh a blij din

 

Koupaya

 

 

Mat e oa an devezh .

Ar chokolad en deus plijet din.

Ar chokolad laezh a blij din.

 

Maïwenn

 

 

An devezh a oa hir ha plijus.

Mona ha Tudu ha oa farzus tre.

Tout a blije din.

Me a gav mat ar chocolad gant laezh, du ne blij ket din.

 

Angele

 

 

Mat ha hir e oa an devezh.

Mona ha Tudu ‘oa jentil.

Bezañ filmet en deus plijet.

Ar chokolad du a blij din ar muiañ.

 

Goulven  

 

 

Mat e oa

Mat e oa an devezh

Mona ha tudu en deus plijet din

Ar chocolat laezh a blij din

CléO

 

 

Mat e oa an devezh met hir e oa ar mintin.

Debriñ ar chocolad ha bezan filmet e oa mat.

Plijout a ra din ar chocolad laezh                                                                                                                                

 

Pauline

 

 

Mona ha Tudu a zo fentus.

Chokolad  du  a blij din.

Fentus e oa an devezh. 

Ar chokolad en deus plijet din.

 

Nina

 

 

PETRA EN DEUS PLIJET DEOC'H ?  plijet neus din bezañ filmet.

DAOUST HAG A PLIJ AR CHOKOLAD DEOC'H?

Ar chokolad du a blij kenañ din

 

Riwall

 

 

FENTUS 'OA MONA HA TUDU

DEBRIÑ  ar chokolad a oa mat.

 


Robin

 

 

Farsuz eo Mona ha Tudu !

Ar chokolad  en deus plijet din !

Ar chokolad du a blij ar gwellañ din

Mat e oa an devezh

Chokolad en deus pljet din

 

Sören

 

 

Mona ha TUDU a zo TROUZUS-TRE !!

An displegadenou a blije din

AR CHOKOLAd A ZO MAT TRE!!

Hir e oa an devezh.

Ar chokolad gwen a blij din ar muiañ.

 

Tristan

 

 

Mat e oa.

Mona ha Tudu a oa jentil.     

Plijout a ra ar chokolad din.

Hir ha mat e oa an devezh.

Ar chokolad du a plij din debriñ

 

Yann

Partager cet article
Repost0
9 juillet 2014 3 09 /07 /juillet /2014 21:08

Setu al liamm evit sellet ouzh ar filmig savet ar bloaz-mañ :

 

link

 

 

Partager cet article
Repost0
27 octobre 2009 2 27 /10 /octobre /2009 16:57
Setu ul liamm evit kavout ar pezh 'zo e brezhoneg e-barzh levraouegoù ti-kêr Vrest.

Voici un nouveau lien vers une banque de recherche des documents en breton des bibliothèques brestoises :
http://applications-internet.mairie-brest.fr/VIPBI21/Interligo.web.Front/front.aspx?Controller=ViewPublication&sectionId=778&publiId=7398
Partager cet article
Repost0
22 octobre 2009 4 22 /10 /octobre /2009 12:39
Setu ur c'hoari evit komz eus traoù a bep seurt e brezhoneg.



Partager cet article
Repost0
20 octobre 2009 2 20 /10 /octobre /2009 13:30

Setu ul liamm evit un abadenn evit ar vugale "Dibikouz" a vez skignet war Brezhoweb :

Voici une émission en breton sur internet : 
 
http://www.brezhoweb.com/?titre=dibikouz&mode=emission&id=51&crit1=100

Partager cet article
Repost0

Présentation

  • : Le blog de skol divyezhek brest
  • : Blog de la classe de cycle 3 bilingue français-breton de l'école Jacquard à Brest
  • Contact

Recherche

Liens